Deuet-mat oc’h e biodiversite.bzh, lec’hienn oberourien ar vevliesseurted e Breizh. Pe e vefec’h arroutet-mat pe en ho had c’hoazh e talit asambles ouzh an dae evit adc’hounit ar vevliesseurted !
Kevredigezhioù, strollegezhioù, melestradurioù, embregerezhioù, merourien tachennoù natur, aozadurioù micherel, arnodvaoù enklask, skolioù pe skolajoù, keodedourien pe keodedourezed, … : al lec’hienn-mañ a sikour ac’hanoc’h da sevel ho raktresoù ha da gas anezho war-raok evit gwareziñ hag adsevel ar vevliesseurted.
Amañ e kavoc’h ur bern titouroù talvoudus evit ar raktresoù e Breizh, mat evit ar vevliesseurted (spesadoù ha meteier), gouestlet penn-da-benn d’ar vevliesseurted pe gant ul lodenn a denn d’ar vevliesseurted, hag a sell ouzh oberourien vicherel breizhat.
Piv omp-ni ?
En ur blegenn ma’z a ar Vuhez war zisteraat, kalz ha buan, Ajañs Breizh ar Vevliesseurted a sikour talañ ouzh an dae m’eo adc’hounit ar vevliesseurted. Savet e fin 2019 asambles gant ur rouedad kevelerien, diwar atiz Rannvro Breizh hag Ofis Frañs ar vevliesseurted, Ajañs Breizh ar Vevliesseurted (ABB) eo en deiz hiziv an aozadur a drelusk, a gas en-dro hag a ro sikour teknikel d’al luskoù evit adc’hounit ar vevliesseurted e Breizh.
Setu ma kevred kumuniezh an oberourien vreizhat a fell dezho kemer poan evit adsevel meteier war an douar, en dour hag er mor, dre ur follenn-hent 2020-2023.
Ezel eo Ajañs Breizh ar Vevliesseurted eus rouedad ajañsoù rannvroel ar vevliesseurted. Kas a ra ar rouedadoù lec’hel en-dro, aozañ a ra ar vailhoni hag ar skoazell deknikel abalamour da sevel raktresoù evit mad ar vevliesseurted, aesaat a ra ar c’hlask arc’hant, diorren ha lodañ a ra ar ouiziegezh evit ma vo dalc’het kont gwelloc’h eus ar vevliesseurted gant ar gevredigezh. An Ajañs a labour ivez evit lakaat ar bed micherel da gompren e-barzh an traoù-se hag evit luskañ anezhañ a-fet an dalc’h pouezus-se.
AOZADUR AN AJAÑS
Melestret eo Ajañs Breizh ar Vevliesseurted gant ur c’huzul-merañ. Eno e vez kadarnaet sturiadurioù bras an Ajañs, ha bez’ ez eo ivez ul lec’h kaozeadennoù puilh ha talvoudus a-fet dalc’hoù ar vevliesseurted e Breizh.
Ajañs Breizh ar Vevliesseurted, a-gevret gant he c’hevelerien niverus dalc’hmat, a laka ul lodenn eus he steuñv oberoù da dalvezout gant sikour ur poellgor teknikel rannet e meur a skipailh-raktres a vod oberourien a-youl vat eus bevliesseurted Breizh.
Bez’ ez eus un dek den bennak e skipailh an Ajañs, ha sikour a reont kumuniezh oberourien vreizhat ar vevliesseurted.
An oberoù
E servij bevliesseurted Breizh, frammañ kinnig an ijinouriezh raktresoù , kas en-dro hag enluskañ.
Evit sikour ar re o deus raktresoù graet evit adc’hounit bevliesseurted Breizh, an Ajañs a bleustr gant daou obererezh bras hervez un hentenn gant kevelerien, nevezus ha war vat : ar c’has rouedadoù en-dro hag an ijinouriezh raktresoù, hervez he follenn-hent end-eeun.
LAKAAT UR C’HINNIG IJINOURIEZH RAKTRESOÙ WAR-SAV
Frammañ ar sikour evit ar re o deus raktresoù, deuet eus tachennoù diseurt, bodet en-dro d’un dalc’h boutin (adc’hounit bevliesseurted Breizh) ha gant-se, degas cheñchamantoù fetis en hor rannvro : setu aze kefridi kinnig ijinouriezh raktresoù an Ajañs.
Emdreiñ a ra an taol-sikour-se d’an oberourien, e 3 fazenn, hervez natur o raktresoù hag o ezhommoù (binvioù pedagogel, liamm gant frammoù skoazell, klask arc’hant) evit ma ne vo ket digenvez hini ebet eus ar re o deus raktresoù.
Ur strollegezh, ur gevredigezh pe un embregerezh zo ac’hanoc’h…, emaoc’h o tiorren ur raktres hag ezhomm ho peus eus kuzulioù ?
Deuit e darempred ganeomp !
KENDERC’HEL GANT AR C’HAS EN-DRO HA GANT ENLUSKADUR AN OBEROURIEN
An Ajañs a genlabour a-dost gant he rouedad kevelerien, ha programmiñ a ra abadennoù a-ratozh evit an dud a vicher, pe e vefent divizerien dedennet gant ar vevliesseurted hag he lies dalc’hoù (« Ar vevliesseurted war an dachenn »), dougerien raktresoù o klask an alc’hwezioù kentañ evit mont dezhi (« An Atalieroù » ), merourien tachennoù natur o deus c’hoant d’en em stummañ ha da gaozeal eus o micher, hag evel-just izili ar gumuniezh oberourien eus #biodiversitéBZH (#BiodiversitéBZH An Devezh).
Aveet he deus ivez ar gumuniezh #biodiversitéBZH gant un dibab binvioù evit gwellaat he c’hehenterezh ha lakaat er gouloù he soñjoù dibar hag awenus, he oberoù evit ar Vuhez hag he raktresoù stroll.
E kroashent ar bedoù, an Ajañs a genurzh div rouedad oberourien : Rouedad ar Verourien Tachennoù Natur e Breizh ha Strollad Rannvroel al Leurennoù Desavadurel e Breizh.
Gouzout hiroc’h
Nevezentioù ar vevliesseurted e Breizh hag an oberourien anezhi.
Pennadoù ha videoioù … amañ emañ ar c’heleier #biodiversitéBZH !
Sortiadennoù war an dachenn, stummadurioù, devezhioù micherel, seminarioù war internet… Hon deiziataer a renabl an holl abadennoù micherel (ken)aozet gant an oberourien vreizhat evit ar gumuniezh #biodiversitéBZH.
Bez’ ho peus ur raktres evit ar vevliesseurted e Breizh, hag emaoc’h o klask arc’hant, pe ivez kevelerien deknikel, ur framm labour stroll e Breizh, peotramant un trofe evit lakaat hoc’h oberoù war wel ?
Kit e darempred gant ar gumuniezh #biodiversitéBZH evit tout ar galvoù da raktresoù, ar galvoù da ziskouez hoc’h interest, ar galvoù da emstrivañ, ar galvoù da soñjoù pe da gevelerien.
Grit anaoudegezh gant ar binvioù danzeet gant an Ajañs evit gwellaat kehenterezh oberourien ar gumuniezh #biodiversitéBZH, ha kement-se gant ur sturlevr pleustrek !
EVIT CHOM HEP MANKOUT AN DISTERAÑ TRA EN HEULIAD AN AVANTUR, DEUIT DAVEDOMP !
Koumanantit d’al lizher-kelaouiñ « Lizher miziek #BiodiversitéBZH », da skouer, ha da rouedadoù sokial ar gumuniezh #biodiversitéBZH war Twitter, Linkedin, Facebook ha Youtube.
Evit oberourien vreizhat ar vevliesseurted hag asambles ganto, emañ skipailh an Ajañs en ho servij.