Calopteryx © O Retail Photography

Degemer mat

Deuet-mat oc’h e biodiversite.bzh, lec’hienn oberourien ar vevliesseurted e Breizh. Pe e vefec’h arroutet-mat pe en ho had c’hoazh e talit asambles ouzh an dae evit adc’hounit ar vevliesseurted !

Kevredigezhioù, strollegezhioù, melestradurioù, embregerezhioù, merourien tachennoù natur, aozadurioù micherel, arnodvaoù enklask, skolioù pe skolajoù, keodedourien pe keodedourezed, … : al lec’hienn-mañ a sikour ac’hanoc’h da sevel ho raktresoù ha da gas anezho war-raok evit gwareziñ hag adsevel ar vevliesseurted.

Amañ e kavoc’h ur bern titouroù talvoudus evit ar raktresoù e Breizh, mat evit ar vevliesseurted (spesadoù ha meteier), gouestlet penn-da-benn d’ar vevliesseurted pe gant ul lodenn a denn d’ar vevliesseurted, hag a sell ouzh oberourien vicherel breizhat.

Piv omp-ni ?

En ur blegenn ma’z a ar Vuhez war zisteraat, kalz ha buan, Ajañs Breizh ar Vevliesseurted a sikour talañ ouzh an dae m’eo adc’hounit ar vevliesseurted. Savet e fin 2019 asambles gant ur rouedad kevelerien, diwar atiz Rannvro Breizh hag Ofis Frañs ar vevliesseurted, Ajañs Breizh ar Vevliesseurted (ABB) eo en deiz hiziv an aozadur a drelusk, a gas en-dro hag a ro sikour teknikel d’al luskoù evit adc’hounit ar vevliesseurted e Breizh.

Setu ma kevred kumuniezh an oberourien vreizhat a fell dezho kemer poan evit adsevel meteier war an douar, en dour hag er mor, dre ur follenn-hent 2020-2023.

Ezel eo Ajañs Breizh ar Vevliesseurted eus rouedad ajañsoù rannvroel ar vevliesseurted. Kas a ra ar rouedadoù lec’hel en-dro, aozañ a ra ar vailhoni hag ar skoazell deknikel abalamour da sevel raktresoù evit mad ar vevliesseurted, aesaat a ra ar c’hlask arc’hant, diorren ha lodañ a ra ar ouiziegezh evit ma vo dalc’het kont gwelloc’h eus ar vevliesseurted gant ar gevredigezh. An Ajañs a labour ivez evit lakaat ar bed micherel da gompren e-barzh an traoù-se hag evit luskañ anezhañ a-fet an dalc’h pouezus-se.

Ajañs Breizh ar Vevliesseurted, ur benveg da labourat evit oberourien an tiriad hag asambles ganto.

AOZADUR AN AJAÑS

Ar c'huzul-merañ
Ar c'huzul-merañ

Melestret eo Ajañs Breizh ar Vevliesseurted gant ur c’huzul-merañ. Eno e vez kadarnaet sturiadurioù bras an Ajañs, ha bez’ ez eo ivez ul lec’h kaozeadennoù puilh ha talvoudus a-fet dalc’hoù ar vevliesseurted e Breizh. 

Gouzout hiroc’h
Ar poellgor teknikel
Ar poellgor teknikel

Ajañs Breizh ar Vevliesseurted, a-gevret gant he c’hevelerien niverus dalc’hmat, a laka ul lodenn eus he steuñv oberoù da dalvezout gant sikour ur poellgor teknikel rannet e meur a skipailh-raktres a vod oberourien a-youl vat eus bevliesseurted Breizh.

Gouzout hiroc’h
Skipailh an Ajañs
Skipailh an Ajañs

Bez’ ez eus un dek den bennak e skipailh an Ajañs, ha sikour a reont kumuniezh oberourien vreizhat ar vevliesseurted. 

Gouzout hiroc’h

An oberoù

E servij bevliesseurted Breizh, frammañ kinnig an ijinouriezh raktresoù , kas en-dro hag enluskañ.

Evit sikour ar re o deus raktresoù graet evit adc’hounit bevliesseurted Breizh, an Ajañs a bleustr gant daou obererezh bras hervez un hentenn gant kevelerien, nevezus ha war vat : ar c’has rouedadoù en-dro hag an ijinouriezh raktresoù, hervez he follenn-hent end-eeun.

Kas en-dro, enluskañ, frammañ ijinouriezh rannvroel ar raktresoù #biodiversitéBZH… bep bloaz e saver ur steuñv obererezh.

LAKAAT UR C’HINNIG IJINOURIEZH RAKTRESOÙ WAR-SAV

Frammañ ar sikour evit ar re o deus raktresoù, deuet eus tachennoù diseurt, bodet en-dro d’un dalc’h boutin (adc’hounit bevliesseurted Breizh) ha gant-se, degas cheñchamantoù fetis en hor rannvro : setu aze kefridi kinnig ijinouriezh raktresoù an Ajañs.

Emdreiñ a ra an taol-sikour-se d’an oberourien, e 3 fazenn, hervez natur o raktresoù hag o ezhommoù (binvioù pedagogel, liamm gant frammoù skoazell, klask arc’hant) evit ma ne vo ket digenvez hini ebet eus ar re o deus raktresoù.

Ur strollegezh, ur gevredigezh pe un embregerezh zo ac’hanoc’h…, emaoc’h o tiorren ur raktres hag ezhomm ho peus eus kuzulioù ?
Deuit e darempred ganeomp !

KENDERC’HEL GANT AR C’HAS EN-DRO HA GANT ENLUSKADUR AN OBEROURIEN

An Ajañs a genlabour a-dost gant he rouedad kevelerien, ha programmiñ a ra abadennoù a-ratozh evit an dud a vicher, pe e vefent divizerien dedennet gant ar vevliesseurted hag he lies dalc’hoù (« Ar vevliesseurted war an dachenn »), dougerien raktresoù o klask an alc’hwezioù kentañ evit mont dezhi (« An Atalieroù » ), merourien tachennoù natur o deus c’hoant d’en em stummañ ha da gaozeal eus o micher, hag evel-just izili ar gumuniezh oberourien eus #biodiversitéBZH (#BiodiversitéBZH An Devezh).

Aveet he deus ivez ar gumuniezh #biodiversitéBZH gant un dibab binvioù evit gwellaat he c’hehenterezh ha lakaat er gouloù he soñjoù dibar hag awenus, he oberoù evit ar Vuhez hag he raktresoù stroll.

E kroashent ar bedoù, an Ajañs a genurzh div rouedad oberourien : Rouedad ar Verourien Tachennoù Natur e Breizh ha Strollad Rannvroel al Leurennoù Desavadurel e Breizh.

Gouzout hiroc’h

Nevezentioù ar vevliesseurted e Breizh hag an oberourien anezhi.
Pennadoù ha videoioù … amañ emañ ar c’heleier #biodiversitéBZH !

© Julie Gourvès / Office français de la biodiversité

Sortiadennoù war an dachenn, stummadurioù, devezhioù micherel, seminarioù war internet… Hon deiziataer a renabl an holl abadennoù micherel (ken)aozet gant an oberourien vreizhat evit ar gumuniezh #biodiversitéBZH.

© Michaël Tanghe / CPIE Pays de Morlaix-Trégor

Bez’ ho peus ur raktres evit ar vevliesseurted e Breizh, hag emaoc’h o klask arc’hant, pe ivez kevelerien deknikel, ur framm labour stroll e Breizh, peotramant un trofe evit lakaat hoc’h oberoù war wel ?
Kit e darempred gant ar gumuniezh #biodiversitéBZH evit tout ar galvoù da raktresoù, ar galvoù da ziskouez hoc’h interest, ar galvoù da emstrivañ, ar galvoù da soñjoù pe da gevelerien.

© Benjamin Guichard / Office français de la biodiversité

Grit anaoudegezh gant ar binvioù danzeet gant an Ajañs evit gwellaat kehenterezh oberourien ar gumuniezh #biodiversitéBZH, ha kement-se gant ur sturlevr pleustrek !

© Agence Bretonne de la Biodiversité

 

 

EVIT CHOM HEP MANKOUT AN DISTERAÑ TRA EN HEULIAD AN AVANTUR, DEUIT DAVEDOMP !

Koumanantit d’al lizher-kelaouiñ « Lizher miziek #BiodiversitéBZH », da skouer, ha da rouedadoù sokial ar gumuniezh #biodiversitéBZH war TwitterLinkedinFacebook ha Youtube.

Evit oberourien vreizhat ar vevliesseurted hag asambles ganto, emañ skipailh an Ajañs en ho servij.